Mont d’an endalc’had

Emsavadeg ar Sipaied

Eus Wikipedia
Emsavadeg ar Sipaied
brezel, rebellion
StadIndia Kemmañ
Lec'hCompany rule in India Kemmañ
Deiziad1857 Kemmañ
Deiziad kregiñ10 Mae 1857 Kemmañ
Deiziad echuiñ20 Mez 1858 Kemmañ
"Tantia Topee's Soldiery"

Emsavadeg ar Sipaied zo un emsavadeg en India en 1857 a-enep Saozon Kompagnunezh Indez ar Sav-Heol; anvet eo ivez Emsavadeg 1857, pe Kentañ Brezel Dizalc'hiezh India.


Un nebeud Sipaied, soudarded indezat a oa e servij Breizh-Veur, en em savas a-enep ar Saozon d'an 9 a viz Mae 1857,e Meerout. Lakaet e oant bet e prizon gant o ofiserien saoz dre m'o doa nac'het ober gant kartouchennoù bet roet dezho, war zigarez e oa lard ejen e-barzh. Evit ar Sipaied, evel evit un darn vras eus Indeziz, ez eo ar saout loened sakr, hag en amzer-se e oa ret, a-raok kargañ ur fuzuilh, regiñ ar gartouchenn gant an dent.

Antronoz, Sipaied all ar rejimant a zigoras dor ar prizon, a lazhas an ofiserien saoz hag an holl Europiz a gavjont, hag a gerzhas betek Delhi. Lakaat a rejont war an tron un den kozh, Bahadur Cha, a oa o tiskenn eus ar Mogol Meur. An emsavadeg en em astennas. Saozon, en o mesk merc'hed ha bugale, a voe lazhet e Kaounpor. Luknaou, dalc'het gant soudarded saoz, a voe kemeret.

Ne oa bet dizurzhioù nemet e tu kreiz-hanternoz Bro-India. Tud ar bobl ne gemerjont nemet nebeut a berzh enno. An Indeziz desket a c'houlenne muioc'h a frankiz evit o bro a savas o mouezh a-enep ar Sipaied : an emsavadeg, emezo, a roje digarez d'ar Saozon da waskañ Indez kreñvoc'h eget biskoazh.

Gwir oa an dra-se. Da vihanañ, gwir oa evit ar pred. Ar Saozon, spontet da gentañ, a skoas kalet war ar Sipaied ha war o mignoned. Al lazhadegoù graet gant ar Saozon a voe ken kriz hag al lazhadegoù graet gant ar re all. Koulskoude, d'ar c'hentañ a viz Du 1858, en un embann anavezet dindan an anv a "Embann Allahabad", ar rouanez Viktoria, en ur derriñ galloud Kompagnunezh Indez ar Sav-Heol, a lavaras e vije doujet gwirioù, kustumoù ha relijionoù ar bobl, hag e vije didamallet ha pardonet an darn vrasañ eus an torfedoù graet gant an emsaverien.

Ar sipaied n'o doa bet menoz politikel ebet. Ur wech en em savet, ne ouezjont ket aozañ ar galloud o doa kemeret. An dud diwar ar maez, e kornioù 'zo, o doa dalc'het soñj. Kanaouennoù a voe savet, o veuliñ ar sipaied, ha dreist-holl o veuliñ ar re o doa harpet anezho, evel Rani Jansi, ur briñsez a ugent vloaz, kouezhet en un emgann, gwisket e dilhad gwaz.

Met an traoù a sioulaas buan. Meur a vloaz a dremenas, bloavezhioù ar Pax Britannica. En XX-vet kantved hepken, brogarourien India a dennas o mad eus an emsavadeg hag a reas "Tadoù ar Frankiz" eus ar soudarded paour a nac'he saotrañ o muzelloù gant lard ar c'hartouchennoù disakr.